Badeziant hon Salvez

Publié le par Arzhmael

Ho kwelout a reas an dourioù, o doue, ho kwelout a rejont, allelouia, allelouia!
An oabl a roas e vouezh, allelouia, allelouia!
Klod d'an Tad ha d'ar Mab ha d'ar Spered Santel!
Hiziv e tigor an neñvoù hag e tregern mouezh an Tad: Hemañ eo va Mab muizañ-karet.
Mouezh an Tad o tont eus an neñv: Setu ma Mab, an Hini am eus dibabet, ha warnañ e tiskuizh ar Spered.
Eñ ho padezo er Spered hag en tan.
Hiziv, da geñvet badeziant an Aotroù er Yordan, e tigoras an neñvoù; dindan stumm ur goulm e teuas warnañ ar Spered hag e voe klevet mouezh an Tad: Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus laket ennañ va levenez.

*

Jezuz4.jpg

*

Publié dans Gouelioù

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article