Gouel ar Gouleier (2)

Publié le par Arzhmael

*

 

An den kozh a zouge ar bugel,

 

met ar bugel a hentche an den kozh.

 

Ur Werc'hez he deus E c'hanet hag

 

a zo chomet gwerc'hez goude e c'hinivelezh;

 

azeulet he deus an Hini he deus lakaet er bez.

 

 

*

 

Va daoulagad o deus gwelet ho Salver

 

hoc'h eus degaset dirak an holl broioù;

 

Sklêrijenn a lugerno evit an holl broadoù,

 

ha klod evit ho pobl Israel

 

*

 

Hiziv ar Werc'hez glorius Vari

 

he deus kinniget he Mab Jezuz en templ,

 

ha Simeon, poulzet gant ar Spered Santel,

 

e gemeras etre e zivrec'h hag a vennigas Doue evit atav.

 

 

 

 

Erge20.jpg

 

Publié dans Amzer Nedeleg

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article