Trede Sul ar C'horaiz

Publié le par Arzhmael

introït an Oferenn Santel

Va doualagad a zo atav tro ouzh Doue, rak Eñ eo a zistrobo va zreid eus ar rouedoù; sellit ouzhon, va Doue, ho pezit truez ouzhon; rak lezet va-unan ha paour ez on. Salm Va Doue, warzu ennoc'h em eus savet va c'halon; ennoc'h emañ va fiziañs; ne vezin ket goloet a vez.


Salm 102

 

Bennig, o va ene, an Aotroù,

Ha kement a zo ennon e anv santel

Bennig, o va ene, an Aotroù,

N’ankoua hini ebet eus e vadoberoù.

 

EÔ a bardon dit da holl vankoù

Hag az yac’ho eus pep kleÔved

A denn eus ar bez da vuhez

Hag az kurun a c’hras hag a drugarez.

 

Ober a ra an Aotroù Justis,

Ha barnedigezh reizh e-keÔver kement hini a vez gwasket.

Desket en deus e hentoù da Voizez,

Ha da vugale Israel e oberoù burzhudus.

 

Tener, trugarezus eo an Aotroù,

Gorrek da gounnariÔ ha leun a vadelezh

Rak evel m’emaÔ barr an neÔvoù a-us d’an douar

Ez eo kreÔv e garantez e-keÔver ar re o deus doujaÔs outaÔ.

 

Publié dans Koraiz

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article