Sant Eflamm hag ar roue Arzhur

Publié le par Arzhmael

 

sant_efflamm_hag_ar_roue_arzhur.gif

 

 

                       *

Ur brenin eus a Iverni,
En doa ur verc'h da zimeziñ,
Eus ar breñsezed ar vravañ,
Hag hi he anv Enoran.

Gant leizh e oa bet goulennet,
Hag holl e oant bet distaolet,
Nemet an aotrou bras Efflamm,
Mab d'ur brenin all, ha drant-flamm.

Met laket en doa en e benn
Monet da ober pinijenn,
En ur minic'hig, en ur c'hoad,
Ha mont kuit digant e c'hrweg vat.

Deiz an eured, e-kreiz an noz,
An holl er gwele kousket kloz,
Deus he c'hichen e oa lammet,
Ha maez deus ar gambr, didrouz naet;

Ha maez deus ar palez eas,
Na den ebet na zihunas ;
Ha pell deus ar gev, skañv ha feul,
Nemet e gi-red e e heul.

Hag eñ digouezhet gant an treazh,
Ha klask ul lestr bennak a reas :
Kaer en doa sellet a bep-tu,
Gwele nikun gant an noz du.

Ken a savas al loar en neñv,
Hag e welas en e gichen
Un arc'hig toull hag hi kollet,
Hag hi taolet ha distaolet.

Efflamm a grogas en ezhi,
Hag a bignas kerkent enni,
Ha n'oa ket c'hoazh savet an deiz,
Pa oa tostik-tost ouzh a Vreizh.

Breizh bihan a oa trubuilhet
Gant loened gouez ha dragoned,
Gwallgaset 'oa bro Lannuon

Klezeier 'veze klevet o heklev.

Kalz ane'o a oa bet lazhet,
Gant penn-tiern ar Vretoned,
Arzhur, ha n'eus kavet e bar,
Abaoe 'mañ war an douar.

Pa zouareas sant Efflamm,
Ar roue 'welas oc'h emgann,
E varc'h taget en e gichen,
Gwad deus e fri, ha war e gein ;

Ul loen gouez gantañ tal-oc'h-tal,
Ul lagad ruz e-kreiz e dal,
Skantoù glas en-dro d'e zivskoaz,
Kement hag ur c'hole daou vloaz ;

E lost evel ur viñs houarn,
E veg digor rez e zivskouarn,
Skilfoù ennañ gwenn ha lemmet
Evel an hoc'h gouez, hed-ha-hed.

Tri deiz oant en kann evel-se,
Heb be'añ 'n eil 'vit egile,
Hag ar roue mont da fatañ
Pa zegoue'as Efflamm gantañ.

Ar roue Arzhur lavaras
Da sant Efflamm, 'dal m'e welas :
- Plijfe deoc'h, aotroù pirc'hindour,
Degas din-me ul lommig dour ?

- Mar plij d'an Aotroù benniget,
Dour a-walc'h a vezo kavet - .
Hag eñ da skeiñ gant penn e vazh,
Dre deir gwech, war beg ar roc'h-c'hlas

Ken a zilammas ur vammenn
Dioc'h beg ar garrek, rak-an-nen,
A dorras d'Arzhur e sec'hed,
Hag a roas de'añ nerzh ha yec'hed.

Hag eñ d'an dragon adarre,
Ha plantañ 'n e veg e gleze ;
Ken a laoskas ur skrijadenn,
Ha 'kouezhas er mor war e benn.

Ar roue pa'n deus hen lazhet,
D'an den Doue en deus lâret :
- Deut, m'ho ped, da balez Arzhur,
M'ho lakay en ho plijadur.

- Salokras, aotrou, na in ket,
Da lean am eus soñj monet.
Mar plij ganeoc'h, me a chomo
Er roz-mañ, keit ha ma vin bev - .

 

                              *


Enoran oa souezhet bras,
Tronoz-beure, pa zihunas,
O c'houzout petra oa digou'et,
Na pelec'h oa aet he fried.

Evel ma red dour er gwazioù,
E ro he daoulagad daeloù
Dre ma oa, siwazh ! de'i losket
Gant he mignon hag he fried.

Gouelañ devoa graet pad an deiz,
Heb kavout frealz d'he ene.
Gouelañ goude koan devoa graet,
Hep gallout be'añ diboaniet.

Ken a goue'as kousket skuizh-tre,
Hag a zeuas de'i un huñvre :
Gwelet he gwaz en he c'hichen
Ker kaer evel an heol melen.

Hag e lare: - Deut-hu gane,
Mar fell deoc'h miret ho ene ;
Deut, heb dale 'bet, war ar maez,
Da ober ho silvidigezh - .

Ha hi, dre hun, da lavaret:
- Mont a rin ganeoc'h, va fried
Lec'h a garfot, da leanez,
Da ober va zilvidigezh - .

Ar re gozh o deus lavaret
Penaos e oa hi bet douget,
Hag hi kousket, dreist ar mor bras,
Gant an aelez, da zor he gwaz.

Toull dor he gwaz pa zihunas,
Tri zaol war an nor a reas
- Me zo ho tous hag ho pried
A zo gant Doue digaset - .

Hag eñ d'he anaout dioc'h he mouezh,
Ha da sevel kerkent, ha maez,
Hag e zorn 'n he dorn e lakae,
Gant komzoù kaer demeus Doue.

Goude 'savas ul lojig de'i,
'Tal e hini, a gostez kleiz,
Tal ar feunteun, gant balan glas,
En ur wasked, 'dreñv ar roc'h c'hlas.

Pellik meur e chomjont eno,
Ken a yeas brud dre ar vro
Eus ar burzhudoù devoant graet,
Ha oant bemdez darempredet.

Un noz an dud oa war ar mor
A welas an neñvoù digor,
Hag e klevjont meuleudioù,
Ken a oant bamet o selaou.

Hag antronoz ur baourez gaezh,
Hag hi kollet ganti he laezh,
He bugel o vont da zemplañ
A zeuas da gaout Enoran.

Kaer he doa gervel toull an nor
Na deue gour evit digor
Ken a welas dre un toullig
An itron stouet marv-mik.

Hi ker kaer hag an heol melen ;
Hag al loj leun a sklerijenn
Hag ur paotrig gwisket e gwenn,
War e zaoulin en he c'hichen.

Ha hi da ziblas, en ur red,
Da gavout Efflamm benniget ;
Digor-kaer oa dor ar mini
Hag eñ marv 'vel e hini.

An traoù-mañ ma n'ankounac'hor,
N'emaint bet biskoazh e neb levr,
Lakeat int bet e gwerzoù,
Da ve'añ kanet en ilizoù.

 

                                  *

 

diwar gwerz Sant Eflamm hag ar roue Arzhur, er Barzhaz Breizh

du "Barzhaz Breizh" de Hersart de la Villemarqué

Publié dans Breizh

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article